Izaia 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 41 1 Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh. 2 Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg. 3 Redet en deus war o lerc'h, hag e tremen e peoc'h dre un hent n'en doa biskoazh aet e dreid warnañ. 4 Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ. 5 An inizi o deus gwelet hag o deus bet aon. Pennoù an douar o deus krenet, tostaet o deus, deuet int. 6 Sikouret en deus an eil egile, pep hini en deus lavaret d'e vreur: Kalon vat dit! 7 An engraver a galoneka an orfebour, an hini a lufr gant ar morzhol a galoneka an hini a sko war an annev, hag a lavar diwar-benn ar soudeür: Mat eo! Hag e stag al labour gant tachoù, evit na fiñv ket. 8 Met te, Israel va servijer, Jakob am eus dibabet, gouenn Abraham va c'haret-mat, 9 te hag am eus kemeret eus pennoù an douar hag am eus galvet eus al lec'hioù pellañ, te hag am eus lavaret dit: Te eo va servijer, da zibabet em eus, ne'm eus ket da zistaolet. 10 Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder. 11 Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit. 12 O c'hlask a ri ha n'o c'havi ket; ar re a c'hourdrouze ac'hanout a vo kaset da netra hag a zeuio da vezañ evel mann ebet. 13 Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin. 14 Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener. 15 Setu ma ran ur freuz lemm nevez-flamm evidout, gant bizied; mac'hañ a ri ar menezioù, o bruzunañ a ri, hag e lakai ar c'hrec'hioù da vezañ heñvel ouzh pell. 16 O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel. 17 An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho. 18 Lakaat a rin stêrioù war al lec'hioù uhel, ha mammennoù e-kreiz an traoniennoù. Treiñ a rin ar gouelec'h e stank-dour, hag an douar sec'h e stivelloù. 19 Plantañ a rin er gouelec'h gwez-sedrez, kasia, meurta, gwez-olivez, lakaat a rin el lec'hioù difrouezh gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, 20 evit ma welint ha ma ouezint, ma eveshaint ha ma komprenint holl, ez eo dorn an AOTROU en deus graet an traoù-se, hag ez eo Sant Israel en deus krouet anezho. 21 Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoù, eme roue Jakob. 22 Ra ziskouezint anezho, ra zisklêrint deomp ar pezh a dle c'hoarvezout, ra zisklêrint petra 'zo deuet da vezañ an traoù kentañ, evit ma taolimp evezh outo ha ma'c'h anavezimp o diwezh; lakait ac'hanomp da glevout an traoù da zont, 23 disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret. 24 Setu ez oc'h nebeutoc'h eget netra, hag ar pezh a rit n'eo mann ebet. Un euzhusted eo en em blijout ennoc'h. 25 E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri. 26 Piv en deus henn disklêriet adalek ar penn-kentañ evit m'henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n'en deus henn disklêriet, den nen deus roet d'henn klevout, den n'en deus klevet ho kerioù. 27 Me eo an hini kentañ o lavarout da Sion: Setu int-i amañ! Setu int-i amañ! Hag e roin da Jeruzalem ur c'hannad a geloù mat. 28 Sellet em eus ha ne oa den, kuzulier ebet en o zouez evit respont pa c'houlennan. 29 Setu n'int holl nemet moged, o oberennoù n'int nemet netra, o idoloù a zo avel ha disneuz. |