Online Bible

- Advertisements -


Izaia 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 35

1 Ar gouelec'h hag ar vro sec'h a laouenaio, al lec'h didud a sartaio hag a vleunio evel safron.

2 Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.

3 Kreñvait an daouarn dinerzhet, startait an daoulin semplaet.

4 Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.

5 Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,

6 ar c'hamm a lammo evel ur c'harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko er gouelec'h ha froudoù el lec'h didud.

7 Al lec'h sec'h a vo troet en ul lenn, an douar disec'h e mammennoù-dour; en toulloù ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.

8 Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.

9 Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezañ, n'en em gavint ket ennañ, met an dasprenidi a gerzho ennañ.

10 Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.

Follow us:



Advertisements