Online Bible

- Advertisements -


Daniel 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,

2 er c'hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.

3 Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.

4 Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,

5 pec'het hon eus, graet hon eus an direizhder, bet omp drouk ha disent, distroet hon eus diwar da c'hourc'hemennoù ha da varnedigezhioù,

6 n'hon eus ket selaouet da servijerien ar brofeded, o deus komzet ez anv d'hor rouaned, d'hor pennoù, d'hon tadoù ha da holl bobl ar vro.

7 Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d'annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d'ar re a zo tost ha d'ar re a zo pell, en holl vroioù ma ec'h eus o c'haset e-barzh, en abeg d'ar gwalloù o deus graet ez keñver.

8 Aotrou, deomp eo ar vezh war hon dremm, d'hor rouaned, d'hor pennoù ha d'hon tadoù, rak pec'het hon eus a-enep dit.

9 D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.

10 N'hon eus ket selaouet mouezh an AOTROU hon Doue evit kerzhout hervez e lezennoù, en doa lakaet dirazomp dre e servijerien ar brofeded.

11 Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec'het a-enep dezhañ.

12 Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.

13 An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.

14 Hag an AOTROU a zo bet evezhiek gant ar boan en deus lakaet da zont warnomp, rak an AOTROU hon Doue a zo reizh en e holl oberennoù en deus graet, ha n'hon eus ket sentet ouzh e vouezh.

15 Ha bremañ, Aotrou hon Doue, te hag ac'h eus tennet da bobl eus bro Ejipt gant un dorn kreñv, hag ac'h eus graet dit un anv evel ma emañ hiziv, pec'het hon eus, graet hon eus an droug.

16 Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.

17 Bremañ, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlennoù! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniñ war da santual glac'haret.

18 Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gêr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioù bras.

19 AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.

20 Evel ma komzen, ma peden, ma'c'h anzaven va fec'hedoù ha pec'hedoù va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoù dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,

21 evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.

22 Hag e kelennas ac'hanon, e komzas ouzhin hag e lavaras: Daniel, bremañ ez on deuet evit da lakaat fur ha skiantek.

23 E deroù da bedennoù ur gomz a zo deuet er-maez, hag ez on deuet d'he disklêriañ dit, rak ez out ur c'haret-mat. Bez evezhiek ouzh ar gomz ha kompren ar weledigezh.

24 Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.

25 Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.

26 Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.

27 Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.

Follow us:



Advertisements