Biblia Todo Logo
Online Bible

- Advertisements -


2 Samuel 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.

2 David a bignas eta di gant e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.

3 David a reas pignat ivez d'an dud a oa gantañ, pep hini gant e diegezh, hag e chomjont e kêrioù Hebron.

4 Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.

5 David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.

6 Bremañ eta, ra fello d'an AOTROU bezañ feal ha trugarezus en ho keñver! Me ivez a raio mad deoc'h, dre ma hoc'h eus graet kement-se.

7 Bremañ eta ra en em greñvaio ho taouarn, ha bezit tud kadarn. Rak Saül hoc'h aotrou a zo marv, ha ti Juda en deus va olevet da roue warnañ.

8 Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,

9 hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.

10 Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.

11 Niver an deizioù ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.

12 Hag Abner mab Ner, gant tud Ishboshed mab Saül, a yeas eus Mahanaim war-zu Gabaon.

13 Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.

14 Abner a lavaras da Joab: Ra en em savo an dud yaouank-se bremañ evit en em gannañ dirazomp. Ha Joab a lavaras: Ra en em savint.

15 Sevel a rejont eta, hag ez ejont war a-raok, niveret daouzek eus Benjamin evit Ishboshed mab Saül, ha daouzek eus tud David.

16 Neuze pep hini, o kregiñ e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim. Emañ e Gabaon.

17 En deiz-se e voe un emgann start. Abner ha tud Israel a voe trec'het gant tud David.

18 Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.

19 Asael a redas war-lerc'h Abner, hep distreiñ dioutañ nag a-zehou nag a-gleiz.

20 Abner a sellas war al lerc'h hag a lavaras: Ha te eo Asael? Eñ a lavaras: Me eo.

21 Abner a lavaras: Distro a-zehou pe a-gleiz, ha krog en unan eus an dud yaouank-se, ha kemer e zibourc'h evidout. Met Asael ne fellas ket dezhañ distreiñ.

22 Abner a lavaras c'hoazh da Asael: Distro diouzhin; perak e taolfen ac'hanout marv d'an douar? Penaos e kredin mont dirak Joab da vreur?

23 Met ne fellas ket dezhañ distreiñ, hag Abner a skoas gantañ, gant penn a-dreñv e c'hoaf, kement ken ez eas ar goaf er-maez a-dreñv dezhañ. Hag e kouezhas eno hag e varvas war al lec'h. An holl re a errue el lec'h ma oa kouezhet marv Asael, a arsave eno.

24 Joab hag Abishai a redas war-lerc'h Abner, hag ez ae da guzh an heol pa'z errujont war grec'hienn Amma, a zo dirak Giak, war hent gouelec'h Gabaon.

25 Mibien Benjamin a zastumas e-kichen Abner, hag en em renkjont en ur bagad oc'h en em zerc'hel war benn ar grec'hienn.

26 Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur?

27 Ha Joab a lavaras: Doue a zo bev! Mar na'z pije ket komzet, betek ar beure n'en dije ket paouezet pep hini da redek war-lerc'h e vreur.

28 Seniñ a reas Joab er shofar, hag an holl bobl a arsavas, ne redjont ken war-lerc'h Israel, ha ne gendalc'hjont ken d'en em gannañ.

29 Evel-se Abner hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad dre ar maez, hag e treuzjont ar Jordan, hag ez ejont dre ar Bitron a-bezh, hag ec'h errujont e Mahanaim.

30 Joab a zistroas eus redek war-lerc'h Abner, ha p'en doe dastumet an holl bobl, e voe kavet ma vanke e-touez tud David, naontek den hag Asael.

31 Met tud David o doa skoet d'ar marv tri c'hant tri-ugent den eus Benjamin hag eus tud Abner.

32 Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhañ e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloù-deiz ec'h errujont en Hebron.

Follow us:



Advertisements