D'ar pevare deiz en em zastumjont e traonienn ar Beraka, rak eno e vennigjont an AOTROU. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se, betek hiziv, traonienn ar Beraka.
Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.
En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.
e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.
Barn a raio etre pobloù niverus, hag e tivizo evit broadoù galloudus betek ar broioù pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.
E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.
Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.