Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.
Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.
Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d'ar marv? Ha n'en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d'an droug en doa lavaret en hoc'h enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoù eus un torfed ken bras?
Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.
Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.
Mar distro an den fall diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, ma vir va holl reolennoù ha ra ar pezh a zo reizh hag eeun, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.
Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.
Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.