Biblia Todo Logo
Online Bible

- Advertisements -




2 Samuel 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.

See the chapter Copy




2 Samuel 2:9
19 Cross References  

Lea a lavaras: Pegen eürus on! Rak ar merc'hed a lavaro ac'hanon eürus. Hag e c'halvas anezhañ Aser.


Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.


E-keit ha ma voe brezel etre ti Saül ha ti David, Abner a harpas ti Saül.


mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiañ anezho a oa manet stag ouzh ti Saül;


mibien Efraim: ugent mil eizh kant den kreñv ha kalonek, brudet e ti o zadoù;


Doue en deus komzet en e santual, me a laouenaio. Lodennañ a rin Sichem, muzuliañ a rin traonienn Sukkod,


Mibien Aser, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,


Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,


hag ez ae an harz eus Tappuak war-zu ar c'huzh-heol betek froud Kanah, hag e tape ar mor. Hennezh e voe hêrezh mibien Efraim hervez o ziegezhioù.


Mibien Efraim o doa ivez kêrioù distag e-kreiz hêrezh mibien Manase, kêrioù gant o c'hêriadennoù.


Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da veuriad Manase, a oa kentañ-ganet Jozef. E-keñver Makir, kentañ-ganet Manase ha tad da C'halaad, dre ma oa un den a vrezel, en doa bet Galaad ha Basan.


Hag ar sord a gouezhas war veuriad mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù, hag an douar a roas ar sord dezho a zegouezhas etre mibien Juda ha mibien Jozef.


Ar Jordan a oa harz tu ar sav-heol. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, e harzoù tro-dro, hervez o ziegezhioù.


O harz a voe Jizreel, Kesullod, Sunem,


Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit a-zigant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C'halaad, d'ar vro a berc'hennent, e-lec'h m'o doa bet o dalc'h, hervez gourc'hemenn an AOTROU dre c'henoù Moizez.


met re Aser a chomas e-touez ar Gananeiz a oa o chom er vro, rak n'o c'hasjont ket kuit.


Ar Filistined a zastumas o armeoù en Afek, hag an Israeliz a gampas e-kichen ar feunteun a zo e Jizreel.


Follow us:

Advertisements


Advertisements