Adlezenn 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Da garout a raio, da vennigañ ha da greskiñ, bennigañ a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoù da saout ha da zeñved, war an douar en deus touet da'z tadoù reiñ dit.
Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.
Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec'h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.
An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.
An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
Setu, lakaet em eus ar vro dirazoc'h, kit ha dalc'hit ar vro en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak, da Jakob ha d'o lignez war o lerc'h.
Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,
Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.
An AOTROU da Zoue a zereno ac'hanout d'ar vro a oa da'z tadoù, hag e perc'henni anezhi; ober a raio vad dit, hag e kresko ac'hanout muioc'h eget da dadoù.
N'eo ket abalamour ma'z oc'h niverusoc'h eget ar pobloù all eo en em staget an AOTROU ouzhoc'h hag en deus ho tibabet, rak ez oc'h an hini bihanañ eus an holl bobloù.