Adlezenn 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tostaet oc'h d'en em zerc'hel e traoñ ar menez. Ar menez a zeve gant tantezioù betek kreiz an neñv, hag e oa teñvalijenn, koumoul ha dic'houloù. |
Goude ar c'hren-douar e voe un tan, met an AOTROU ne oa ket en tan. Goude an tan e voe ur vouezh sioul ha skañv.
Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da'z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac'hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d'an AOTROU .
An AOTROU a gomzas a-greiz an tan; klevet hoc'h eus ur vouezh a gomze hep gwelout skeudenn ebet, klevet hoc'h eus ur vouezh hepken.
Pa hoc'h eus klevet ar vouezh a-greiz an dic'houloù, ar menez o teviñ gant tantezioù, tostaet oc'h ouzhin gant ho pennoù a veuriadoù hag hoc'h henaourien,