Salmoù 4 - Levr ar Psalmou 1873 (Williams)IV PSALM. 1 Selaou ac’ hanoun pa c’halvann, o Doue va justis; frankeet ec’h euz war-noun pa voann er c’hlac’har: az pez truez ouzin, ha selaou out va feden. 2 Bete pegeit o mi-pien ann dud e troot hu va gloar en disme-gans? beté pegeit e karot hu traou ave-lek, hag e klaskot hu ar gevier? Selah. 3 Hogen gouezit pe-naoz ann Aotrou en deuz dibabet he zant evit han he unan: ann Aotrou a zelaouo ou-zin p’am bezo kriet etrezeg enn-han. 4 Krenit ha na bec’-hit ket; komzit ouz ho kalon war ho kwelé, ha bezit e peoc’h. Selah. 5 Kennigit sakrifis-sou a justis, ha likid ho fisians enn Aotrou. 6 Liez hini a lavar: piou a ziscouezo ar mad d-eomp? Aotrou sao wamomp sklerder da zremm. 7 Brasoc’h levenez ec’h euz roet d’am c’halon, eged a zo gantho pa voa foun-nuz ho êd hag ho guîn. 8 Evid-oun me a c’hourvezo ive e pe-oc’h, hag a gousko, rag te, hep ken Aotrou a ra d’in derc’ hel fisians. |
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.
British & Foreign Bible Society