Online Bible

- Reklamy -

Salmoù 2 - Levr ar Psalmou 1873 (Williams)


II PSALM.

1 Perag e tispac’h ar hroadou, ha perag e sonch ar bohlou e traou avelek?

2 Rouéed ann douar a zo savet, hag ar brinsed a zo en em zastumet a-unan, a-eneb ann Aotrou, hag a-eneb he Grist.

3 Torromp ho ereou eme-z-ho, ha tao-lomp ho c’herden pell diouz-omp.

4 Ann hini a choum enn envou a c’hoarzo diwar ho fenn: hag ann Aotrou a raio goab anezho.

5 Neuze hen a gom-zo out-ho enn he vu-anegez, hag e spounto anezho enn he goun-nar.

6 Hogen me em euz lekeat va roué war Ziou, va menez san-tel.

7 Me a zisklerio ar reiz: ann Aotrou en deuz lavaret d’in: va mab oud te, hirio em euz da c’hanet.

8 Goulenn digan-en, hag e roinn d’id ar broadou da heritach, hag e vezi perc’hen da harzou ann douar.

9 Te a vrevo anezho gand eur walen hou-am; hag e vruzuni anezho evel eur pod pri.

10 Ha brema o rou-eed bezit fur; ke-me-rit kelen, c’houi peré a vam ann douar.

11 Servichit ann Aotrou gant doujans; hag en em laouenait enn-han enn eur grena.

12 Pokit d’ar Mab, gand aoun na dafe droug enn-han, ha na vec’h distrujet war ann hent, pa zeui he vuanegez d’en em en-tana nemed nebeud. Euruz ar ré holl a laka ho fisians enn-han.

Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.

British & Foreign Bible Society
Následuj nás:



Reklamy