Titus 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue, 2 en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ, 3 hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c’her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver, 4 da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver! Tit e Kreta 5 Da lezet em eus e Kreta evit ma’c’h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc’hemennet dit, 6 mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d’ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh. 7 Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest, 8 met er c’hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask, 9 stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec’hiñ ar re a stourm outi. 10 Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien. 11 Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket. 12 Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez. 13 An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz, 14 ha ma n’en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc’hemennoù tud a zro kein d’ar wirionez. 15 Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet. 16 Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat. |