Krennlavarioù 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn. 2 An den a gerzh en eeunder a zouj an AOTROU, met an hini a zo gwallsiek en e hentoù a zispriz anezhañ. 3 Genoù an diskiant a zo ur wialenn evit e lorc'h, met muzelloù ar furien o mir. 4 Pa n'eus ket a saout ar c'hrañj a zo goullo, met nerzh an ejen a laka ar gounid da greskiñ. 5 An test leal ne lavar nepred gaou, met ar falstest a gomz gant gevier. 6 Ar goapaer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi, met evit un den poellek an anaoudegezh a zo aes. 7 Pella diouzh an amoed, pa ne welez ket muzelloù an anaoudegezh gantañ. 8 Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh. 9 Ar re ziskiant a ra goap eus ar pec'hed, met an hegarated a zo e-touez an dud reizh. 10 Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez. 11 Ti ar re zrouk a vo diskaret, met teltenn an dud reizh a vleunio. 12 Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv. 13 En ur c'hoarzhin zoken eo trist ar galon, ha dibenn al levenez-se a vo ar glac'har. 14 An hini a zo tuet fall a galon a vo leuniet gant e hentoù, met an den mat a vo leuniet gant ar pezh a zo ennañ e-unan. 15 Un den eeun a gred kement a lavarer, met an den poellek a evesha ouzh e gammedoù. 16 Ar fur a zouj hag a dec'h diouzh an droug, met ar sod a zo rok ha diarvar. 17 An den buanek a ra sotonioù, hag an den gwidreüs a zo kasaet. 18 Ar re eeun a berc'henn ar sotoni, met ar re boellek a zo kurunet a anaoudegezh. 19 Ar re fall a vo izelaet dirak ar re vat, hag ar re zrouk dirak dor an dud reizh. 20 Ar paour a zo kasaet zoken gant e amezeg, met ar pinvidig en deus kalz a vignoned. 21 An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus. 22 Ar re a ijin an droug, ha ne ziheñchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad. 23 E pep labour ez eus ur gounid bennak, met komzoù ar muzelloù ne zegasont nemet dienez. 24 Ar pinvidigezhioù a zo kurunenn ar furien, met sotoni an amoeded a zo atav sotoni. 25 An test leal a zieub an eneoù, met an hini a lavar gevier n'eo nemet touellerezh. 26 En doujañs an AOTROU emañ ur fiziañs kreñv, hag un degemer start evit ar vugale. 27 Doujañs an AOTROU a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloù ar marv. 28 E niver bras ar bobl emañ gloar ar roue, met pa vank ar bobl emañ rivin ar priñs. 29 An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez. 30 Ur galon sioul a zo buhez ar c'horf, met ar c'hoantegezh a zo breinadur an eskern. 31 An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg. 32 An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv. 33 Ar furnez a ziskuizh e kalon an den skiantek, anavezet eo zoken e-touez ar sodien. 34 Ar reizhder a sav ur vroad, met ar pec'hed a zo mezh ar pobloù. 35 Grad-vat ar roue a zo evit ar servijer poellek, met droug a vo a-enep an hini a raio mezh dezhañ. |