Klemmganoù 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Az pez soñj, AOTROU, eus ar pezh a zo erruet ganeomp, sell ha gwel hon dismegañs. 2 Hon hêrezh a zo tremenet da ziavaezidi, hag hon tiez da dud estren. 3 Deuet omp da vezañ emzivaded hep tad, hag hor mammoù a zo evel intañvezed. 4 Evet hon eus hon dour a briz arc'hant, ha da baeañ hon eus evit ma teu deomp hor c'hoad. 5 Heskinet omp, ar yev war hor gouzoug. Faezh ez omp ha n'hon eus diskuizh ebet. 6 Astennet hon eus hon dorn war-zu Ejipt hag Asiria, evit kaout hor gwalc'h a vara. 7 Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder. 8 Sklaved a ren warnomp, ha den ne zieub ac'hanomp eus o daouarn. 9 Klask a reomp hor bara war var hor buhez, en abeg da gleze ar gouelec'h. 10 Hor c'hroc'hen a zo tomm-grizias evel ur forn, en abeg da daerder an naon. 11 Gwallet o deus ar maouezed e Sion hag ar gwerc'hezed e kêrioù Juda. 12 Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n'eo ket bet doujet. 13 An dud yaouank o deus douget ar maen-milin, ar vugale o deus brañsellet dindan sammoù koad. 14 An henaourien n'emaint ken ouzh an dorojoù, an dud yaouank ouzh o sonerezh. 15 Levenez hor c'halon a zo paouezet, hon dañs a zo troet e kañv. 16 Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec'het hon eus. 17 En abeg da-se eo klañv hor c'halon, en abeg da-se eo teñvalaet hon daoulagad, 18 en abeg da venez Sion hag a zo glac'haret, ken e pourmen al lern warnañ. 19 Met te, AOTROU, te a chomo da viken, ha da dron a bado a oad da oad. 20 Perak ec'h ankounac'hafes ac'hanomp da viken? Perak e tilezfes ac'hanomp ken pell? 21 Gra deomp distreiñ ouzhit, AOTROU, hag e tistroimp! Adnevez hon deizioù evel ma oant gwechall. 22 Hag hon taolet kuit ez pefe da viken? Ha fuloret e vefes a-enep deomp dreist? |