Online Bible

- Reklamy -

Izaia 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5

1 Kanañ a rin evit va c'haret-mat kanaouenn va muiañ-karet war e winieg. Va c'haret-mat en doa ur winieg war ur grec'hienn druz.

2 He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.

3 Bremañ eta, annezerien Jeruzalem ha tud Juda, barnit etre me ha va gwinienn.

4 Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?

5 Bremañ eta e teskin deoc'h ar pezh a fell din ober da'm gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac'het,

6 degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.

7 Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!

8 Gwalleur d'ar re a stag ti da di, hag a laka park gant park, ken na vefe mui a lec'h, ha ma chomfent o-unan e-kreiz ar vro!

9 AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!

10 Dek keñver gwinieg ne roint nemet ur bat, hag un homer a had ne roio nemet un efa.

11 Gwalleur d'ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc'h an evajoù kreñv, hag a gendalc'h betek an noz, betek ma'z int tommaet gant ar gwin.

12 An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.

13 Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.

14 Setu perak emañ lec'h ar marv o ledanaat, digeriñ a ra e c'henoù hep muzul. O splannder, o engroez trouzus ha laouen a ziskenno ennañ.

15 An dud a vo digalonekaet, ar re vras a vo izelaet, daoulagad ar re lorc'hus a vo pleget.

16 AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.

17 An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac'haret ar re binvidik.

18 Gwalleur d'ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec'hed gant sugelloù ur c'harr,

19 hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!

20 Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!

21 Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!

22 Gwalleur d'ar re a zo kadarn evit evañ gwin, ha kalonek evit meskañ an evajoù kreñv,

23 a zidamall an hini drouk evit donezonoù, hag a lam o gwir digant ar re reizh!

24 Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.

25 Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.

26 Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.

27 Nikun n'eo skuizh en o zouez, nikun ne vrañsell, nikun ne gousk, nikun ne vored, nikun a zo dizereet gouriz e zivgroazell, na torret korreenn e votoù.

28 O biroù a zo lemm, o holl waregoù a zo stegnet, karnioù o c’hezeg a zo evel mein, rodoù o c'hirri a zo evel un avel-dro,

29 o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n'eus den evit sikour anezhañ.

30 En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.

Následuj nás:



Reklamy