Online Bible

- Reklamy -

Izaia 42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 42

1 Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.

2 Ne grio ket, ne savo ket e vouezh, n'he roio ket da glevout er straedoù.

3 Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.

4 Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.

5 Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d'ar bobl a zo warnañ, ha spered d'ar re a gerzh warnañ:

6 Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,

7 evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.

8 Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.

9 Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.

10 Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!

11 Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!

12 Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!

13 An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc'hadennoù, trec'hiñ a ra war e enebourien.

14 Chomet on dilavar abaoe pell, chomet on sioul, en em zalc'het on; krial a rin evel ur vaouez o wilioudiñ, mougañ ha dianalañ a rin war un dro.

15 Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec'hiennoù, ha da zisec'hañ o holl c'hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec'hañ a rin ar stankoù.

16 Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.

17 Mont a ra war-dreñv ha goloet eo a vezh ar re a fizi er skeudennoù kizellet, hag a lavar d'ar skeudennoù teuzet: C'hwi eo hon doueoù!

18 Bouzared, selaouit! Dalled, sellit ha gwelit!

19 Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?

20 Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.

21 An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.

22 Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac'h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!

23 Piv ac'hanoc'h a roio e skouarn da gement-mañ, da selaou ha da glevout evit an amzer da zont?

24 Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d'ar breizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a-enep dezhañ? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.

25 Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.

Následuj nás:



Reklamy