Online Bible

- Reklamy -

Ezekiel 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 38

1 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, tro da zremm ouzh Gog e bro Vagog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal, hag e profedi a-enep dezhañ.

3 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal,

4 da zistreiñ a rin, hag e lakain ur c'hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc'hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoù bras ha skoedoù bihan, o kregiñ ar c'hleze holl anezho.

5 Tud eus Persia, Kush ha Pud a zo ganto, o tougen skoedoù ha tokarnoù holl anezho.

6 Gomer hag e holl vagadoù, ti Togarma eus penn an hanternoz gant e holl vagadoù, ha meur a bobl a zo ganit.

7 Bez prest, en em gempenn, te hag an holl engroez dastumet en-dro dit, bez o gward!

8 A-benn kalz a zeizioù e vi galvet, er bloavezhioù diwezhañ e teui d'ar vro dieubet eus ar c'hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioù Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloù, e vint o chom eno e surentez.

9 Pignat a ri hag e teui evel un arnev, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro, te ha da holl vagadoù ha meur a bobl ganit.

10 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, soñjoù a savo ez kalon, hag ez po divizoù fall.

11 Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,

12 evit preizhata ha skrapat, evit kas an dorn war ar gouelec'h adpoblet ha war ur bobl dastumet a-douez ar broadoù, a bled gant he zropelloù hag he madoù, hag a zo o chom e-kreiz an douar.

13 Seba ha Dedan, ha marc'hadourien Tarsiz, hag o holl loenedigoù a lavaro dit: Hag e teuez evit preizhata? Hag ec'h eus dastumet da engroez evit skrapat, evit kas ganit arc'hant hag aour, evit tapout loened ha madoù, evit sevel ur breizhenn vras?

14 Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C'hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?

15 Dont a ri eus da vro e penn an hanternoz, te ha meur a bobl ganit, tud a gezeg holl anezho, un engroez bras hag un arme galloudus.

16 Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.

17 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ha n'eo ket diwar da benn em eus komzet gwechall, dre va servijerien profeded Israel, o deus profedet neuze e-pad bloavezhioù e rin dit dont a-enep dezho?

18 Met en deiz-se, en deiz ma kerzho Gog a-enep bro Israel, eme an Aotrou AOTROU, va fulor a savo em fri.

19 Hag e lavaran em gwarizi, e tan va c'hounnar: Ya, en deiz-se e vo ur grenadenn vras e bro Israel.

20 Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.

21 Hag e c'halvin a-enep dezhañ ar c'hleze war va holl menezioù, eme an Aotrou AOTROU. Kleze pep hini a droio a-enep e vreur.

22 Hag e varnin anezhañ dre ar vosenn ha dre ar gwad, hag e rin d'ar glav kouezhañ warnañ, war e vagadoù ha war ar pobloù niverus a vo gantañ, glav-bil, mein-grizilh, tan ha soufr.

23 Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

Následuj nás:



Reklamy