Online Bible

- Reklamy -

Ezekiel 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 33

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, komz ouzh mibien da bobl ha lavar dezho: Pa rin d'ar c'hleze dont war ur vro, ha ma tibabo pobl ar vro-se unan bennak evit e lakaat da c'hedour,

3 mar gwel hemañ ar c'hleze o tont war ar vro, mar son ar shofar evit aliañ an dud,

4 ha ma ne ziwall ket an hini a glev son ar shofar, pa zeuio ar c'hleze d'e dapout, e wad a vo war e benn.

5 Klevet en deus son ar shofar, ha n'en deus ket diwallet, e wad a vo warnañ. Met ma tiwall, e saveteo e ene.

6 Mar gwel ar gedour ar c'hleze o tont, ha ma ne son ket ar shofar, en doare na ziwall ket ar bobl, ha ma teu ar c'hleze da lemel e vuhez digant unan bennak anezho, hemañ a vo tapet en abeg d'e zireizhder, met e c'houlennin e wad digant ar gedour.

7 Te, mab an den, da lakaet em eus evel gedour evit ti Israel. Selaou ger va genoù, ha kemenn anezho eus va ferzh.

8 Pa em bo lavaret d'an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiñ an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met e c'houlennin e wad ouzhit.

9 Met pa alii an den fall da zistreiñ diwar e hent, hep ma tistrofe hemañ diwar e hent, e varvo en e zireizhder, ha te az po saveteet da vuhez.

10 Te, mab an den, lavar da di Israel: Komzet hoc'h eus evel-henn o lavarout: Pa'z emañ hon disentidigezh hag hor pec'hedoù warnomp, ha ma tinerzhomp en abeg dezho, penaos e c'hellimp bevañ?

11 Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?

12 Te, mab an den, lavar da vibien da bobl: Reizhder an den reizh ne saveteo ket anezhañ da zeiz e zisentidigezh, ha fallagriezh an den fall ne lakaio ket anezhañ da gouezhañ da zeiz e tistroio diouzh e fallagriezh, ha ne c'hello ket an den reizh bevañ dre e reizhder da zeiz ma pec'h.

13 Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.

14 Pa em bo lavaret d'an den fall: Mervel a ri a-dra-sur! Hag o tistreiñ diouzh e bec'hed, e ra ar pezh a zo reizh hag eeun,

15 ma taskor an den fall ar c'hred, ma ro en-dro ar pezh en deus laeret, ma kerzh hervez lezennoù a ro ar vuhez hep ober an direizhder, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.

16 Ne vo ken soñj eus e holl bec'hedoù en deus graet, ober a ra ar pezh a zo reizh hag eeun, bevañ a raio a-dra-sur.

17 Met mibien da bobl a lavar: Hent an Aotrou n'eo ket eeun. O hent eo an hini n'eo ket eeun.

18 Mar distro an den reizh diouzh e reizhder, evit ober direizhder, e varvo en abeg da-se.

19 Mar distro an den fall diouzh e fallagriezh, evit ober ar pezh a zo reizh hag eeun, e vevo en abeg da-se.

20 Hag e lavarit: Hent an Aotrou n'eo ket eeun. Me a varno ac'hanoc'h, ti Israel, pep hini hervez e hentoù.

21 D'an daouzekvet bloaz eus hon harlu, d'an dekvet miz, d'ar pempvet eus ar miz, e teuas da'm c'havout un den a tec'he eus Jeruzalem, hag e lavaras: Kêr a zo tapet!

22 Dorn an AOTROU a zo bet warnon d'an abardaez a-raok ma teuas an tec'had, ha pa zeuas davedon diouzh ar mintin, an AOTROU a zigoras va genoù din. Va genoù a oa digor, ha ne oan ken mud.

23 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

24 Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.

25 Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?

26 En em harpañ a rit war ho kleze, ober a rit traoù euzhus, saotrañ a rit pep hini ac'hanoc'h gwreg e nesañ, hag e perc'hennfec'h ar vro?

27 Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, tud al lec'hioù gwastet-mañ a gouezho dre ar c'hleze, hag e roin d'al loened ar re a zo er parkeier, evit ma tebrint anezho, ar re a zo er c’hreñvlec’hioù hag er vougevioù a varvo dre ar vosenn.

28 Hag e lakain ar vro da vezañ ur glac'har hag ur gouelec'h, hag e paouezo lorc'h he nerzh. Menezioù Israel a vo gwastet, den ebet ne dremeno ken drezo.

29 Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet ar vro da vezañ ur glac'har hag ur gouelec'h, en abeg d'an holl draoù euzhus o deus graet.

30 Ha te, mab an den, mibien da bobl a gomz diwar da benn tost ouzh ar mogerioù hag ouzh dorojoù an tiez. Komz a reont unan gant unan all, pep hini gant e nesañ, en ur lavarout: Deuit da selaou petore komz a zo deuet a-berzh an AOTROU.

31 Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.

32 Setu ez out evito evel ur c'haner a vouezh vrav, gant kanaouennoù kaer, ampart war ar benveg, rak e selaouont da gomzoù, met ne reont ket hervezo.

33 Ha pa c'hoarvezo an traoù-mañ, ha setu e teuont, e ouezint ez eus bet ur profed en o zouez.

Následuj nás:



Reklamy