Online Bible

- Reklamy -

Ezdra 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 D'ar c'hentañ bloaz eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:

2 Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.

3 Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ra bigno da Jeruzalem a zo e Juda, ra savo ti an AOTROU, Doue Israel, an Doue a zo e Jeruzalem.

4 An holl re a van, e pep lec'h bennak ma'z emaint, ra sikouro tud al lec'h-se anezho gant arc'hant, aour, madoù, loened, en tu-hont d'ar profoù a youl vat a vo kinniget evit an ti eus Doue a zo e Jeruzalem.

5 Neuze pennoù tadoù Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.

6 An holl re a oa en-dro dezho a galonekaas anezho gant traoù arc'hant hag aour, madoù, loened, traoù prizius, en tu-hont d'ar profoù a youl vat.

7 Ar roue Kiruz a gasas er-maez listri ti an AOTROU, ar re en doa kaset kuit Nebukadnezar eus Jeruzalem, hag en doa lakaet e ti e zoue.

8 Kiruz roue Persia o c'hasas er-maez dre zorn Mitredad an teñzorer, a niveras anezho ouzh o reiñ da Sheshbazar priñs Juda.

9 Ha setu niver anezho: tregont plad aour, mil plad arc'hant, nav c'hontell warn-ugent,

10 tregont kib aour, pevar c'hant dek kib arc'hant a eil renk, mil lestr all.

11 An holl listri aour pe arc'hant a oa pemp mil pevar c'hant. Sheshbazar o c'hemeras holl, pa voe lakaet an harluidi da vont kuit eus Babilon da Jeruzalem.

Následuj nás:



Reklamy