2 Danevelloù 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 1 Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad. 2 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, hag e reas zoken skeudennoù teuzet da Vaal. 3 Lakaat a reas ezañs da vogediñ e traonienn mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel. 4 Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas. 5 Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhañ etre daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnañ hag a dapas un niver bras a brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a reas dezhañ ur c'holl bras. 6 Rak Pekak mab Remalia a lazhas e Juda, en un deiz hepken, kant ugent mil den, holl anezho tud kalonek, dre m'o doa dilezet an AOTROU, Doue o zadoù. 7 Zikri, un den kadarn eus Efraim, a lazhas Maaseja mab ar roue, Azrikam penn ti ar roue, hag Elkana a oa an eil war-lerc'h ar roue. 8 Mibien Israel a reas prizonidi, daou c'hant mil a-douez o breudeur, maouezed, paotred ha merc'hed. Tapout a rejont ivez ur preizh bras, hag e tegasjont ar preizh da Samaria. 9 Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù. 10 Ha bremañ e fell deoc'h lakaat da servijerien ha da servijerezed deoc'h bugale Juda ha Jeruzalem. Ha n'oc'h ket c'hwi, dreist-holl, ar re a zo kablus e-keñver an AOTROU ho Toue? 11 Bremañ, va selaouit, ha kasit en-dro ar brizonidi hoc'h eus kemeret a-douez ho preudeur, rak kounnar entanet an AOTROU a zo warnoc'h. 12 Neuze hiniennoù eus pennoù mibien Efraim, Azaria mab Jokanan, Berekia mab Meshillemod, Ezekiaz mab Shallum, hag Amasa mab Hadlai, a savas a-enep ar re a zeue en-dro eus ar brezel, 13 hag a lavarjont dezho: Ne lakaiot ket ar brizonidi da zont amañ, rak kablus ez omp dirak an AOTROU. Fellout a ra deoc'h c'hoazh lakaat kement-se war hor pec'hedoù hag hor fazioù, pa'z omp dija gwall gablus, hag ez eo kounnar entanet an AOTROU war Israel. 14 Neuze ar soudarded a lezas ar brizonidi hag ar preizh dirak ar pennoù ha dirak an holl vodadenn. 15 Hag an dud-se, ar re a zo bet anvet dre o anv, a savas, a gemeras ar brizonidi, a wiskas diwar ar preizh ar re anezho a oa en noazh, reiñ a rejont dezho dilhad, botoù, boued, evaj, traetoù, hag e kasjont war ezen an holl re ne oant ket evit en em zerc'hel en o sav. O ren a rejont da Jeriko, kêr ar palmez, da gichen o breudeur, hag e tistrojont da Samaria. 16 En amzer-se ar roue Akaz a gasas da gavout roue an Asiria, evit ma rofe sikour dezhañ. 17 Rak deuet e oa c'hoazh an Edomiz, o doa kannet Juda ha tapet prizonidi. 18 Ar Filistined o doa ivez sailhet war gêrioù ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod, Soko hag he c'hêriadennoù tro-dro, Gimzo hag he c'hêriadennoù tro-dro, hag e tiazezjont enno. 19 Rak an AOTROU en doa izelaet Juda en abeg da Akaz roue Israel, dre m'en doa diheñchet Juda ha gwall bec'het a-enep an AOTROU. 20 Tilgad-Pilnezer roue Asiria a zeuas d'e gavout, met evit e waskañ kentoc'h eget d'e harpañ. 21 Rak Akaz a gemeras ul lodenn eus ti an AOTROU, eus ti ar roue, hag eus hini ar pennoù, evit ober profoù da roue Asiria, met hep tennañ sikour digantañ. 22 Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da bec'hiñ a-enep an AOTROU, eñ ar roue Akaz. 23 Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ. 24 Akaz a zastumas listri ti Doue, hag e vruzunas listri ti Doue. Prennañ a reas dorojoù ti an AOTROU, hag e reas aoterioù e pep korn eus Jeruzalem. 25 Hag e reas uhellec'hioù e pep kêr Juda, evit lakaat da vogediñ da zoueoù all, hag e kounnaras an AOTROU, Doue e dadoù. 26 Diwar-benn nemorant e oberoù hag e holl hentoù, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda. 27 Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr, e Jeruzalem, met ne voe ket sebeliet e bezioù rouaned Israel. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h. |