1 Rouaned 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion. 2 Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar roue Salomon e miz Etanim, ar seizhvet miz, e-pad ar gouel. 3 Holl henaourien Israel a zeuas, hag an aberzhourien a zougas an arc'h. 4 Dougen a rejont arc'h an AOTROU, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho. 5 Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ. 6 An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined. 7 Rak ar cherubined a astenne o eskell war lec'h an arc'h, hag ar cherubined a c'holoe an arc'h hag he barrennoù, a-zioc'h. 8 Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù eus al lec'h santel dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv. 9 Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt. 10 Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al lec'h santel, ur goabrenn a leunias ti an AOTROU. 11 An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennañ evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU. 12 Neuze Salomon a lavaras: An AOTROU en deus lavaret e vefe o chom en deñvalijenn. 13 Ha me am eus peursavet un ti evit da lojeiz, un annezlec'h evit ma vi o chom ennañ da viken! 14 Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav. 15 Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn: 16 Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel. 17 Ha David va zad en doa c'hoant da sevel un ti evit anv an AOTROU Doue Israel. 18 Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se. 19 Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mañ, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mañ da'm anv. 20 An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel. 21 Hag aozet em eus ul lec'h evit an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant hon tadoù pa dennas anezho eus bro an Ejipt. 22 Ha Salomon en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù, 23 hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neñvoù na d'an traoñ war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon. 24 Dalc'het ec'h eus e-keñver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhañ. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoù, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv. 25 Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon evel ma ec'h eus kerzhet dirazon. 26 Ha bremañ, Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklêriet da'z servijer Zavid va zad. 27 Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit? 28 Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv. 29 Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ. 30 Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon! 31 P'en devo pec'het unan bennak a-enep e nesañ, hag e vo lakaet warnañ ober ul le evit ober dezhañ touiñ, ma teuio d'ober e le dirak da aoter en ti-mañ, 32 selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder. 33 Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ, 34 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù. 35 Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho, 36 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantañ, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hêrezh da'z pobl. 37 Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak, 38 mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ, 39 selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud. 40 Evel-se o devo doujañs ouzhit e-pad an holl amzer ma vevint war an douar ac'h eus roet d'hon tadoù. 41 Pa zeuio an diavaeziad, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv, 42 rak klevet e vo ez eo bras da anv, kreñv da zorn, astennet da vrec'h, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ, 43 selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet. 44 Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv, 45 selaou eus an neñvoù o fedenn hag o goulenn, ha gra reizhder dezho. 46 P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret, 47 mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez, 48 mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv, 49 selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho, 50 pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo, 51 rak da bobl ha da hêrezh ez int, ac'h eus tennet eus an Ejipt a-greiz ar fornez-houarn. 52 Ra vo da zaoulagad digor war bedenn da servijer ha war bedenn da bobl Israel, evit o selaou e kement a c'houlennint ouzhit. 53 Rak o dispartiet ec'h eus a-douez holl bobloù an douar, evit bezañ da hêrezh, evel ma ec'h eus lavaret dre Voizez da servijer, pa ec'h eus tennet hon tadoù eus an Ejipt, Aotrou AOTROU! 54 P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù, 55 en em zalc'has en e sav, hag e vennigas holl vodadeg Israel o lavarout: 56 Benniget ra vo an AOTROU en deus roet diskuizh d'e bobl Israel, hervez kement en doa lavaret. N'eus ket kouezhet ur ger hepken eus an holl gomzoù mat en doa disklêriet dre Voizez e servijer. 57 Ra vo an AOTROU hon Doue ganeomp, evel m'eo bet gant hon tadoù. Ra n'hon dilezo ket, ra n'hon distaolo ket. 58 Ra blego hor c'halonoù war-zu ennañ, evit ma kerzhimp en e holl hentoù ha ma virimp e c'hourc'hemennoù, reolennoù ha barnedigezhioù, en deus roet d'hon tadoù. 59 Ra vo ar c'homzoù-se, am eus pedet an AOTROU ganto, dirak an AOTROU hon Doue deiz ha noz, evit ma roio e wir d'e servijer hag he gwir d'e bol Israel, hervez an ezhomm pemdeziek, 60 evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar eo an AOTROU a zo Doue ha n'eus hini all ebet, 61 hag evit ma vo ho kalon eeun e-keñver an AOTROU hon Doue, o kerzhout en e reolennoù hag o virout e c'hourc'hemennoù evel hiziv. 62 Ar roue hag holl Israel gantañ a ginnigas aberzhoù dirak an AOTROU. 63 Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU. 64 En deiz-se, ar roue a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem a oa dirak an AOTROU a oa re vihan evit kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù. 65 Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz. 66 D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl. |