Online Bible

- Reklamy -

1 Rouaned 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.

2 Kas a reas kannaded da Akab roue Israel, e kêr,

3 da lavarout dezhañ: Evel-henn e komz Ben-Hadad: Da arc'hant ha da aour a zo din, da wragez ivez, ha da vibien gaerañ a zo din.

4 Roue Israel a respontas o lavarout: Evel ma lavarez, roue va aotrou, me a zo dit ha kement am eus.

5 Ar gannaded a zeuas adarre hag a lavaras: Evel-henn e komz Ben-Hadad: Kaset em eus da lavarout dit: Ro din da arc'hant ha da aour, da wragez ha da vibien,

6 evel-se warc'hoazh d'an eur-mañ, pa gasin va servijerien da'z ti, e furchint da di ha tiez da servijerien, hag e kemerint kement a vo plijus da welout, hag o c'hasint ganto.

7 Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outañ.

8 An holl henaourien hag an holl bobl a lavaras: Na selaou ket anezhañ, ha na asant ket!

9 Respont a reas eta da gannaded Ben-Hadad: Lavarit d'ar roue va aotrou: Kement az poa kaset da lavarout ar wech kentañ a rin, met kement-mañ ne c'hellan ket ober. Hag ar gannaded a yeas da reiñ respont dezhañ.

10 Ben-Hadad a gasas da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma vefe a-walc'h a boultr e Samaria evit leuniañ boz dorn an holl bobl a zeu war va lerc'h.

11 Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhañ: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiñ evel an hini a ziwisk anezhañ.

12 Pa glevas Ben-Hadad ar respont, e oa oc'h evañ gant ar rouaned en teltennoù, hag e lavaras d'e servijerien: Kit d'ho lec'hioù! Hag en em rankjont d'o lec'hioù a-enep kêr.

13 Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.

14 Akab a lavaras: Dre biv? Hag e respontas: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre vevelien gouarnourien ar proviñsoù. Akab a lavaras: Piv a grogo gant an emgann? Hag e respontas: Te.

15 Neuze e niveras mevelien gouarnourien ar proviñsoù, hag e oant daou c'hant daou ha tregont. Goude e niveras an holl bobl, holl vibien Israel, hag e oant seizh mil.

16 Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.

17 Mevelien gouarnourien ar proviñsoù a yeas er-maez da gentañ, ha Ben-Hadad a gasas unan bennak a danevellas dezhañ o lavarout: Tud a zo deuet er-maez eus Samaria.

18 Hag e lavaras: Mard eo evit ar peoc'h ez int deuet, krogit enno bev! Mard eo evit ar brezel, krogit enno bev!

19 Mevelien gouarnourien ar proviñsoù a yeas er-maez eus kêr, hag an arme a yeas war o lerc'h.

20 Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.

21 Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.

22 Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.

23 Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.

24 Gra kement-mañ: Lam pep hini eus ar rouaned-se eus e lec'h, laka en o lec'h renerien,

25 ha sav un arme heñvel ouzh an hini ac'h eus kollet, gant kement a gezeg ha kement a girri. Hag e raimp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag e vimp kreñvoc'h egeto. Hag e selaouas o ali, hag e reas evel-se.

26 Ur bloaz goude, Ben-Hadad a niveras ar Siriz hag a bignas da Afek, evit stourm a-enep Israel.

27 Mibien Israel a voe ivez niveret ha pourvezet a voued, hag e kerzhjont war-arbenn dezho. Mibien Israel a gampas dirazo, heñvel ouzh daou dropell givri; hogen ar Siriz a leunie ar vro.

28 Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.

29 E-pad seizh devezh e chomjont o kampiñ an eil a-dal d'egile, met d'ar seizhvet deiz e krogas an emgann. Mibien Israel a skoas en un devezh war gant mil troadeg e-touez ar Siriz.

30 An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.

31 E servijerien a lavaras dezhañ: Setu bremañ hon eus klevet eo rouaned ti Israel rouaned truezus. Lakaomp seier war hon divgroazell ha kerdin ouzh hor pennoù, hag eomp da gavout roue Israel. Marteze e savetaio da ene.

32 Neuze e c'hourizjont seier war o divgroazell ha kerdin ouzh o fennoù, hag e teujont da gavout roue Israel en ur lavarout: Da servijer Ben-Hadad a lavar: Savete va ene, me az ped. Hag e respontas: Bev eo c'hoazh? Va breur eo.

33 Hag an dud-se a eveshaas gant aked, hag e hastjont tapout anezhañ diouzh e c'her o lavarout: Ben-Hadad eo da vreur! Hag e lavaras dezho: Kit ha kasit-eñ. Ben-Hadad a zeuas eta d'e gavout, hag e lakaas anezhañ da bignat war e garr.

34 Ben-Hadad a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit en-dro ar c'hêrioù en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoù dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantañ, hag en lezas da vont kuit.

35 Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.

36 Hag e lavaras dezhañ: Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU, pa vi aet pell diouzhin, ul leon a lazho ac'hanout. Pa voe pellaet digantañ, ul leon a gavas anezhañ hag en lazhas.

37 Kavout a reas un den all hag e lavaras: Sko warnon, mar plij! Hag an den a skoas warnañ hag en gloazas.

38 Ar profed a yeas hag en em zalc'has war hent ar roue, hag e tic'hizas gant ur vandenn war e zaoulagad.

39 Evel ma tremene ar roue, e krias d'ar roue hag e lavaras: Da servijer a zo aet e-kreiz an emgann, ha setu, unan bennak o pellaat en deus degaset din un den hag en deus lavaret din: Diwall an den-mañ; mar deu da dec'hout kuit, da vuhez a vo evit e vuhez, pe e paei un talant arc'hant.

40 Hag evel ma oa da servijer oc'h ober war-dro traoù all, eo tec'het an den. Roue Israel a respontas dezhañ: Da varnedigezh eo, disklêriet ec'h eus-te da-unan!

41 Kerkent an den-mañ a lamas ar vandenn diwar e zaoulagad, ha roue Israel a anavezas e oa a-douez ar brofeded.

42 An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.

43 Ha roue Israel a yeas d'e di, glac'haret ha kounnaret, hag e teuas da Samaria.

Následuj nás:



Reklamy