1 Danevelloù 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Hag holl Israel a yeas da gavout David, da Hebron, en ur lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig. 2 Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel. 3 Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel. 4 Hag e kerzhas David hag holl Israel war Jeruzalem, hag a oa Jebuz; eno e oa ar Jebuziz, annezidi ar vro. 5 Annezidi Jebuz a lavaras da Zavid: Ne zeui ket amañ. Met David a dapas kreñvlec'h Sion, hag a zo kêr David. 6 David en doa lavaret: Piv bennak en devo skoet war ar Jebuziz da gentañ a vo penn-bras ha priñs. Ha Joab mab Zeruja a bignas da gentañ, hag e teuas da vezañ penn-bras. 7 David a annezas er c’hreñvlec’h, setu perak e voe anvet kêr David. 8 Sevel a reas kêr tro-dro, adalek Milho hag he zrowardroioù. Joab a aozas nemorant ar gêr. 9 Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ, hag AOTROU an armeoù a oa gantañ. 10 Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel. 11 Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken. 12 Goude hemañ, Eleazar mab Dodo an Akokiad a oa unan eus an tri den kadarn. 13 Eñ a oa gant David e Pasdammim, e-lec'h ma oa en em zastumet ar Filistined evit an emgann. Bez' e oa ul lodenn eus ur park leun a heiz, hag ar bobl a dec'he dirak ar Filistined. 14 Hag en em lakajont e-kreiz al lodenn-mañ, hag e tifennjont anezhi, hag e piljont ar Filistined. An AOTROU a roas dezho un dieubidigezh vras. 15 Tri eus an tregont penn a ziskennas war ar roc'h da gavout David e kev Adullam, pa oa ar Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim. 16 David a oa neuze er c'hreñvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem. 17 David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem? 18 Neuze an tri den-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met David ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU . 19 Hag e lavaras: Ra viro ouzhin Doue d'ober an dra-se. Hag evañ a rafen gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Rak e zegaset o deus war var o buhez. Ha ne fellas ket dezhañ evañ anezhañ. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se. 20 Abishai breur Joab a oa penn an tri. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri. 21 E-touez an tri e voe enoret muioc'h eget an daou all, hag e voe o fenn. Met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ. 22 Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Lazhañ a reas daou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h. 23 Skeiñ a reas war un Ejipsian pemp ilinad sav dezhañ. An Ejipsian-se en doa en e zorn ur goaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader. Met eñ a ziskennas d'e gavout gant ur vazh, hag e tiframmas ar goaf eus dorn an Ejipsian, hag e lazhas anezhañ gant e c'hoaf. 24 Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn. 25 Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ. David a lakaas anezhañ en e guzul. 26 Tud kadarn an arme a oa: Asael breur Joab, Elkanan mab Dodo eus Betlehem, 27 Shammod an Haroriad, Helez ar Peloniad, 28 Ira mab Ikkesh an Tekoatad, Abiezer eus Anatod, 29 Sibbekai an Hushaiad, Ilai an Akoakiad, 30 Maharai an Netofatad, Heled mab Baana an Netofatad, 31 Ithai mab Ribai eus Gibea eus mibien Benjamin, Benaja ar Piratoniad, 32 Hurai eus froudoù Gaash, Abiel an Arbatiad, 33 Azmaved ar Baharumad, Eliakba ar Shaalbonad, 34 mibien Hashem ar Gizoniad, Jonatan mab Shage an Harariad, 35 Akiam mab Sakar an Harariad, Elifal mab Ur, 36 Hefer ar Mekeratiad, Akija ar Peloniad, 37 Hezro eus Karmel, Naarai mab Ezbai, 38 Joel breur Natan, Mibkar mab Hagri, 39 Zelek an Ammonad, Nakrai ar Berotiad a zouge armoù Joab mab Zeruja, 40 Ira ar Jetrian, Gareb ar Jetrian, 41 Uri an Hitit, Zabad mab Aklai, 42 Adina mab Shina ar Rubenad, penn ar Rubeniz, ha tregont gantañ, 43 Hanan mab Maaka, Jozafad ar Mitniad, 44 Ozia an Ashteratiad, Shama ha Jehiel mibien Hotam an Aroeriad, 45 Jediael mab Shimri, Joka e vreur an Tiziad, 46 Eliel eus Makavim, Jeribai ha Joshavia mibien Elnaam, Jitma ar Moabad, 47 Eliel, Obed ha Jaasiel ar Mezobajad. |