Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 1:12
24 Referencias Cruzadas  

evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.


Rak debret em eus al ludu evel bara, ha mesket em eus va evaj gant daeroù,


Met te, AOTROU, te a ren da viken, ha da vemor a bad a oad da oad.


Ar re a gasa ac'hanon hep abeg a zo niverusoc'h eget blev va fenn. Ar re am harz hag a zo va enebourien hep abeg a greñva. Ret eo din neuze rentañ ar pezh ne'm eus ket kemeret.


betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?


Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?


ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.


Ne'm eus ket azezet e bodadeg ar c’hoapaerien evit laouenaat, met a-drugarez da'z torn em eus azezet va-unan, hag a erez ec'h eus va leuniet.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se?


er c'hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.


Betek pegoulz, o AOTROU, e c'harmin hep ma selaoufes? Kriet em eus dit: Taerder! hep ma savetefes.


E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.


Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos