Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Titus 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d’ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 mar d’euz unan‐benag divlam, pried da eur vreg hep‐ken, o kaout bugale fidel, ha na vezint ket tamallet da veza direiz, na dizent.

Ver Capítulo Copiar




Titus 1:6
18 Referencias Cruzadas  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


An hini a vir al lezenn a zo ur mab fur, met an hini en em blij gant an dud diroll a ra mezh d'e dad.


Ne gemerint ket da wreg un intañvez, nag unan gaset kuit, met e kemerint gwerc'hezed eus gouenn ti Israel, pe un intañvez a oa bet d'un aberzhour diagent.


Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met e kemero evel gwreg ur werc’hez a-douez e bobl.


Ne gemerint ket ur wreg aet da c’hast pe disakret, ne gemerint ket ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, rak santel ez int evit o Doue.


Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.


En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c’halve Elesbed.


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,


Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c’houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,


Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.


Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.


Eli a oa gwall gozh, hag e klevas kement holl a rae e vibien da holl Israel, ha penaos e kouskent gant ar maouezed en em zastume ouzh dor teltenn an engalv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos