Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ha bez’ ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c’halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc’h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Ha beza ez euz unan‐benag klanv en ho touez? ra c’halvo ar re Ancien euz an Iliz; ha ra zeui ar reman da bedi evithan, en eur eolia anezhan gant eol en hano an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:14
11 Referencias Cruzadas  

Hag en em astennas war ar bugel teir gwech, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, da bediñ a ran, ma teuio ene ar bugel-mañ ennañ en-dro!


Mont a reas e-barzh, hag e serras an nor warno o-daou, hag e pedas an AOTROU.


Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.


kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.


Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec’h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac’hajont anezho.


Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d’an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.


Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d’e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac’haas anezhañ.


Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas.


Da lezet em eus e Kreta evit ma’c’h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc’hemennet dit,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos