Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 2:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 En hevelep doare Rahab ar c’hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Er memeus doare ive, ha na oe ket Rahab, ar gourtizanez, justifiet dre an oberou, pa roaz digemer d’ar gannaded, hag e reaz dezhe mond er meaz dre eun hent all?

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:25
15 Referencias Cruzadas  

Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.


Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.


ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c’hourc’hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.


Dre ar feiz Rahab ar c’hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc’h.


Met unan bennak a lavaro: Te ac’h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.


Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat.


Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken.


Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.


O lakaat a reas da ziskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger-greñv; er voger-greñv e oa o chom.


Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc'h d'ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac'hanoc'h, ha goude-se ez eot gant hoc'h hent.


Ar vaouez a gemeras an daou zen hag a guzhas anezho; hag e lavaras: Gwir eo penaos an dud-se a zo deuet amañ, met ne ouien ket a-belec'h e oant;


Hi he doa o lakaet da bignat war an doenn hag o c'huzhet dindan korz lin lakaet ganti war an doenn.


Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos