Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:23
16 Referencias Cruzadas  

trokañ a rejont o gloar ouzh dremm un ejen a zebr ar geot.


Ouzh piv ec'h hañvalot Doue? Gant peseurt heñveledigezh e keñveriot anezhañ?


Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.


Ar c'halvez a astenn ur gordenn. Tresañ a ra gant ur gleizenn, stummañ a ra gant ur gizell, merkañ a ra gant ur c'helc'hier, da reiñ evel dremm un den, e doare kaer a zen, evit ma vo o chom en ti.


Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoù? Ha koulskoude n'int ket doueoù. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.


Mont a ris eta hag e sellis, ha setu ma oa a bep seurt stlejviled ha loened euzhus hag idoloù ti Israel livet war ar voger tro-dro.


enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neñv.


O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc’hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.


int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c’hrouadur e-lec’h ar C’hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen.


Gouzout a rit penaos pa oac’h paganed, e oac’h douget d’an idoloù mut, hervez ma oac’h renet.


Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d'an nec'h en neñvoù, a zo d'an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos