Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouañs.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:11
18 Referencias Cruzadas  

Hag e c'halvas an eil Efraim rak Doue, emezañ, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har.


Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroù o deus goloet ar voger.


Ha Mikal merc'h Saül n'he doe ket a vugale betek deiz he marv.


Ya, sklêrijenn an den drouk a vo mouget, flammenn e dan ne lugerno ket.


Ra redint evel an dour ha ra en em gollint. Pa stegnint o gwareg, ra vo torret o biroù.


P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ.


Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.


Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.


Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!


Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.


O AOTROU! Ro dezho... Petra a roi dezho? Ro dezho ur mammog a ziforc'h ha bronnoù sec'h!


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.


rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget!


Milliget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar, klodadoù da saout ha da zeñved.


ouzh ar bugel bihan a zeuio a-douez he zreid hag ouzh ar vibien a c'hano, rak en diouer a bep tra, e tebro anezho e kuzh, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien ez holl zorojoù.


Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos