Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Galaad, kêr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoù gwad.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 6:8
17 Referencias Cruzadas  

Evel ma oant e-kichen ar maen bras a zo e Gabaon, Amasa a zeuas a-raok dezho. Joab en doa gwisket e doneg evel dilhad, ha warni e oa gouriz e gleze, stag war e groazell en e c'houin. Ha pa'z eas a-raok e kouezhas ar c'hleze.


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.


En em zerc'hel a ra e ged tost d'ar c'hêriadennoù, lazhañ a ra an hini didamall el lec'hioù kuzhet, e zaoulagad a spi ar paour.


Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!


Va Doue, va dieub eus va enebourien, va diwall eus ar re a sav a-enep din.


O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.


Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.


Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.


Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


e c’houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent.


diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos