Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 O evaj a zo echu, ha setu emaint dalc'hmat er gadalerezh. O fennoù ne garont nemet an dismegañs.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:18
18 Referencias Cruzadas  

Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.


Doue a ren war ar broadoù, Doue a zo azezet war e dron santel.


Ne zegemeri prof digant den, rak ar prof a ra dall ar re vuiañ sklêrijennet hag a goll gwirioù ar re reizh.


Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?


Met fiziet ec'h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da'z anv, ha koufonet ec'h eus da c'hastaouerezh da bep tremeniad oc'h en em reiñ dezhañ.


Debriñ a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.


Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.


Met e vibien ne gerzhent ket war e hent, ha treiñ a raent diwarnañ evit klask ar gounid, hag e tegemerent donezonoù, hag e wallsient ar gwir.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos