Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Da anavezet em eus er gouelec'h, en un douar kras.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 13:5
16 Referencias Cruzadas  

Debret e oan gant ar sec'hded e-pad an deiz ha gant ar yenijenn e-pad an noz, hag ar c'housk a bellae eus va zaoulagad.


rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met hent ar re zrouk a yelo da goll.


Skuilhañ a ran va c'hlemm dirazañ, kontañ a ran va estrenvan dezhañ.


Kasaat a ran ar re en em ro d'ar fougeoù touellus. Evidon-me, lakaat a ran va fiziañs en AOTROU.


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


Doue a sellas ouzh mibien Israel, ha Doue a anavezas o stad.


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


N'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?


Anavezout a ran Efraim, Israel n'eo ket kuzhet ouzhin, rak bremañ, Efraim, te a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.


Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.


An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.


Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre ar gouelec'h bras-mañ. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n'en deus graet diouer dit.


E gavet en deus en ur vro distro, en ul lec'h digenvez ha dilezet d'ar yudadegoù. E c'hronnet en deus, eveshaet en deus outañ, diwallet en deus anezhañ evel e ibil-lagad,


en deus lakaet ac'hanout da gerzhout er gouelec'h bras hag euzhus-se, leun a naered gwrezus hag a gruged, e lec'hioù sec'h hep dour, en deus lakaet dour da zont er-maez eus ar roc'h evidout, eus ar rec'hell,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos