Ozea 12:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.
Hag e lidjont gouel al logelloù, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoù bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh.
ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnañ.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.
Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.