Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Kemer a raint ur c'hole yaouank gant an donezon a flour bleud mezet gant eoul, hag e kemeri un eil kole yaouank evit an aberzh-dic'haouiñ.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 8:8
12 Referencias Cruzadas  

Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. Kemer ur c'hole yaouank, daou dourz disi,


O lakaat a ri en ur baner, hag o c'hinnigi er baner, gant ar c'hole yaouank hag an daou dourz.


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


pa vez anavezet ar pec’hed o deus graet, ra ginnigo ar vodadenn ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ. Degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv.


mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.


Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos