Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak holl int roet din a-douez mibien Israel, o c'hemeret em eus evidon e-lec'h ar re o deus digoret ar mammog, ar re gentañ-ganet eus mibien Israel.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 8:16
6 Referencias Cruzadas  

Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.


Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me.


Pep kentañ-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentañ-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU.


Kemer al Levited e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h o loened; al Levited a vo din. Me eo an AOTROU.


Laka meuriad Levi da dostaat ha degas anezho dirak Aaron an aberzhour, evit ma servijint anezhañ.


Evel-se e roi al Levited da Aaron ha d'e vibien; roet e vint dezhañ a-berzh mibien Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos