Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
Mibien Israel a reas evel-se hag e kasjont anezho er-maez eus ar c'hamp, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; evel-se e reas mibien Israel.
Komz da vibien Israel: Pa o devo graet ur gwaz pe ur wreg ur pec'hed bennak evel ar re a reer e-keñver an dud, o tismegañsiñ an AOTROU, ha ma vo evel-se en em lakaet kablus,