8 hag ec'h astennint war an traoù-se ul liñsel ruz-mouk, e c'holoint anezhi gant ur golo e krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoù.
Ober a ri un daol e koad kasia, he hirder a vo daou ilinad, he ledander un ilinad, hec'h uhelder un ilinad hanter.
krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint, koad kasia,
Kemer a raint ul liñsel limestra hag e c'holoint ganti ar c'hantolor, e lampoù, e c'hevelioù, e bodoù-ludu hag e listri-eoul evit ober ar servij,