Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Pa yelo ar c'hamp kuit, Aaron hag e vibien a zeuio da ziskenn ar ouel-warez, hag e c'holoint ganti arc'h an Testeni;

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 4:5
23 Referencias Cruzadas  

Mibien al Levited a zougas arc'h Doue war o skoazioù, gant ar barrennoù, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU .


hag al Levited n'o devo ken da zougen an tabernakl, nag an holl listri evit ar servij.


Ober a reas ar ouel gant limestra, tane, ruz-bev, ha lin fin, hag e skeudennas warni cherubined.


Graet e voe ur ouel limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; graet e voe evel un oberenn arzour gant cherubined.


Lakaat a ri arc'h an Testeni hag e c'holoi an arc'h gant ar ouel.


Lakaat a ri an aoter aour evit an ezañs dirak arc'h an Testeni, hag e lakai ar rideoz ouzh digor an tabernakl.


Hag e lamo kuit, war ar menez-mañ, ar ouel a c'holo dremm an holl bobloù, ar c'holoenn astennet war an holl vroadoù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


Banniel kamp mibien Juda a yeas kuit da gentañ gant e strolladoù. Nahashon mab Aminadab a rene strollad Juda,


Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.


Setu servij mibien Kehad e teltenn an engalv, e sant ar sent.


Met ne roas ket da vibien Kehad, rak karget e oant eus servij an traoù santel, a zougent war o divskoaz.


Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,


Moizez a skrivas al lezenn-mañ, a roas d'an aberzhourien mibien Levi, ar re a zouge arc'h emglev an AOTROU, ha da holl henaourien Israel.


dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,


En tu all d’an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos