Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Kemer a raint holl draoù ar servij a vez implijet er santual hag e lakaint anezho en ul liñsel limestra, e c'holoint anezho gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 4:12
16 Referencias Cruzadas  

Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war listri ar servij, rak niveret e oant pan o c'hasent e-barzh, ha niveret e oant pan o c'hasent er-maez


Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war al listri all ha war draoù all ar santual, war ar flour bleud, ar gwin, an eoul, an ezañs, al louzoù-frondus.


Huram a reas ar podoù, ar palioù hag an hanafoù. Hag Huram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti Doue:


ar podoù, ar palioù, ar fourchetezioù, hag o holl listri; Huram-Abi a reas anezho d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.


Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,


ar c'hontilli, ar c'hirinoù, an tasoù, an ezañsoueroù, en aour glan. Diwar-benn digor an ti, dorojoù an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, ha dorojoù an ti, da lavarout an templ, a oa en aour.


krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint, koad kasia,


Ober a reot anezhañ hervez skouer an tabernakl hag hervez skouer e holl draoù ez an da ziskouez dit.


ar gwiskamantoù evit ar servij, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien,


Hag ec'h eveshaint war holl draoù teltenn an engalv ha war gement a zo roet da ziwall mibien Israel, en ur ober servij an tabernakl.


Astenn a raint ul liñsel limestra war an aoter aour hag e c'holoint anezhi gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoù.


Lemel a raint al ludu eus an aoter hag ec'h astennint warni ul liñsel tane;


warni e lakaint ur golo krec'hin a liv hiasint hag ec'h astennint dreist ul liñsel, en he fezh gant limestra, ha neuze e lakaint ar barrennoù.


Astenn a raint ul liñsel limestra war daol ar baraoù a ginnig hag e lakaint warni ar pladoù, an tasoù, al listri hag an hanafoù evit an evajoù-kinnig; ar bara peurbad a vo warni,


Kemer a raint ul liñsel limestra hag e c'holoint ganti ar c'hantolor, e lampoù, e c'hevelioù, e bodoù-ludu hag e listri-eoul evit ober ar servij,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos