Ober a ri ur c'hantolor aour glan. Ar c'hantolor a vo graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a vo a-bezh gantañ.
Kemer a raint holl draoù ar servij a vez implijet er santual hag e lakaint anezho en ul liñsel limestra, e c'holoint anezho gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh.