Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 3:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 An AOTROU a lavaras da Voizez: Niver an holl re gentañ-ganet-paotr eus mibien Israel, adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, ha gra o niveradeg dre o anvioù.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 3:40
13 Referencias Cruzadas  

O niveriñ ar pobloù, an AOTROU a skrivo: Aze eo int bet ganet.  Ehan


An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,


Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me.


Gra an niveradeg eus mibien Levi, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù, gra an niveradeg eus an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn.


Kemer a ri al Levited evidon-me an AOTROU e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h an holl re-gentañ-ganet eus loened mibien Israel.


Kemer al Levited e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h o loened; al Levited a vo din. Me eo an AOTROU.


Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.


Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d’ar barfeted,


Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.


An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos