11 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:
Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.
Lakaat a ri en o c'harg Aaron hag e vibien evit ma virint o servij a aberzhourien. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me.