Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.
Diskennet on e liorzh ar c'hraoñ evit gwelout ar frouezh a zarev en draonienn, evit gwelout hag-eñ e vount ar winienn, hag-eñ e vleugn ar greunavalenned.
An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.
Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.
Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.
En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.