Doue a zeuas da gavout Balaam e-pad an noz hag a lavaras: Mard eo deuet an dud-se evit da c'hervel, sav, kae ganto, met ober a ri hervez ar c'homzoù a lavarin dit.
Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.
Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?