Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Moab en doe un aon bras dirak ar bobl-se, dre ma oa niverus; Moab a voe spouronet rak mibien Israel.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 22:3
10 Referencias Cruzadas  

dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.


Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue.


Met mui e vec'hient anezho, mui e kreskent hag e fonnent, hag o doe digarantez ouzh mibien Israel.


Neuze priñsed Edom a zo trubuilhet. Ur grenadenn a zo kroget en re c'halloudus Moab. Holl dud Kanaan a zizesper.


Me a gaso ar spouron dirazout hag e tisparfoeltrin pep pobl en em gavi en e di. Lakaat a rin da holl enebourien da dreiñ o c'hein a-raok dit.


Pa zeuio ar c'heloù-se d'an Ejipt, e krenint o klevout petra eo c'hoarvezet gant Tir.


Adal hiziv ez an da skuilhañ spont hag aon ac'hanout war ar pobloù dindan an neñv a-bezh, en doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.


Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp.


Neuze e respontjont da Jozue o lavarout: Lavaret eo bet da'z servijerien penaos an AOTROU da Zoue en doa gourc'hemennet da Voizez e servijer, reiñ deoc'h an holl vro ha lakaat d'ar marv he holl dud dirazoc'h, hag hon eus bet aon-meurbet evit hor buhez dirazoc'h, hag hon eus graet kement-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos