3 An AOTROU a selaouas mouezh Israel hag a roas dezho ar Gananeiz. Lakaet e voent da verz, int hag o c'hêrioù; galvet e voe anv al lec'h-se Horma.
AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re c'hlac'haret: starta o c'halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho,
pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en em ziskouezet en e c'hloar,
Karout a ran an AOTROU, rak klevet en deus va mouezh ha va erbedennoù,
Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.
An Amalekited hag ar Gananeiz a oa o chom war ar menez-se a ziskennas, hag e piljont hag e tiframmjont anezho betek Horma.
An Amoreaned, hag a oa o chom er menez-se, a zeuas a-ziarbenn deoc'h hag a redas war ho lerc'h evel ma ra ar gwenan; pilet oc'h bet e Seir betek Horma.
Met e kêrioù ar pobloù-mañ a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh, ne lezi da vevañ netra eus ar pezh en deus c'hwezh ennañ.
roue Horma, unan; roue Arad, unan;
Eltolad, Kesil, Horma,
Mont a reas Juda gant Simeon e vreur hag e piljont ar Gananeiz a oa o chom e Zefad, hag he lakajont da verz. Hag e voe anvet ar gêr: Horma.
d'ar re a oa en Horma, d'ar re a oa e Kor-Ashan, d'ar re a oa en Atak,