Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 20:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Mont a reas Moizez hag Aaron a-zirak ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, hag e kouezhjont war o dremm; gloar an AOTROU en em ziskouezas dezho.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 20:6
15 Referencias Cruzadas  

David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.


Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.


Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: Petra a rin d'ar bobl-mañ? A-barzh nemeur e veinataint ac'hanon.


An AOTROU a ziskennas e kolonenn ar goabrenn hag en em zalc'has ouzh digor an deltenn. Neuze e c'halvas Aaron ha Mari, a zeuas o-daou;


An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv.


Moizez hag Aaron a gouezhas war o dremm dirak holl vodadenn mibien Israel.


Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.


Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?


O klevout kement-se, Moizez a gouezhas war e zremm


E-keit ha ma oa ar vodadenn o tastum a-enep Moizez hag Aaron ha ma sellent etrezek teltenn an engalv, setu, ar goabrenn a c'holoas anezhi ha gloar an AOTROU en em ziskouezas.


En em dennit a-greiz ar vodadenn-se, hag e kuzumin anezho en un taol kont. Neuze e kouezhjont war o dremmoù.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.


Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos