Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 20:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Perak hoc'h eus lakaet pobl an AOTROU da zont er gouelec'h-mañ, evit ma varvimp e-barzh, ni hag hol loened?

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 20:4
13 Referencias Cruzadas  

Ankounac'haat a rejont Doue o dieuber, en doa graet traoù bras en Ejipt,


Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.


Ar bobl he doe sec'hed el lec'h-se dre vank dour hag a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Perak ec'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit hol lakaat da vervel gant ar sec'hed, me ha va mibien ha va loened?


hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc'h ha ra varno! Lakaet hoc'h eus ac'hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c'hleze en o dorn evit hol lazhañ.


met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantañ, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazañ o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?


Soñj a zeu deomp eus ar pesked a zebremp en Ejipt evit netra, ar c'hokombrez, an avaloù-sukrin, ar pour, an ognon hag ar c'hignen.


Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ?


An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!


Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.


Pa bignas Israel eus an Ejipt, e kerzhas dre ar gouelec'h betek ar Mor Ruz, hag ec'h erruas e Kadesh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos