Ar bobl a glaskas tabut gant Moizez. Lavarout a rejont: Ro deomp dour evit ma evimp. Moizez a lavaras: Perak e klaskit tabut ganin? Perak e temptit an AOTROU?
Ar re a zo lazhet dre ar c'hleze a zo eürusoc'h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.
Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.
Perak en deus renet an AOTROU ac'hanomp etrezek ar vro-se, evit kouezhañ eno dre ar c'hleze? Hor gwragez hag hor bugale vihan a vo ur preizh enni! Ha ne vefe ket gwelloc'h deomp distreiñ d'an Ejipt?