Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ne oa ket a zour evit ar vodadenn, hag en em savjont a-enep Moizez hag a-enep Aaron.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 20:2
14 Referencias Cruzadas  

Kounnariñ a rejont anezhañ ivez tost da zoureier Meriba, hag ec'h erruas droug gant Moizez en abeg dezho.


Klevet em eus grozmoloù mibien Israel. Komz outo ha lavar: Etre an daou abardaez e tebrot kig ha da veure e viot gwalc'het a vara, hag e ouiot penaos on an AOTROU ho Toue.


Holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas er gouelec'h-se a-enep Moizez hag a-enep Aaron.


ha da veure e welot gloar an AOTROU , peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU . Petra omp-ni, ma c'hrozmolit a-enep deomp?


Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ?


Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.


Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.


En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?


E-keit ha ma oa ar vodadenn o tastum a-enep Moizez hag Aaron ha ma sellent etrezek teltenn an engalv, setu, ar goabrenn a c'holoas anezhi ha gloar an AOTROU en em ziskouezas.


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos